Bruderezh evit KEAV gant kizhier du bro Gerne.
Laouen bras eo bet kizhier du bro Gerne gant an degemer graet dezho e Skaer warlene. Aerglec'h dispar, boued mad (kroket eus ar c'hentañ fardet e Kemperle, dluzed eus Mellag hag all)
Ouzhpenn-se, kentelioù kazheg a -feson, unan eus rannyezhoù ar vro an nebeutañ studiet c'hoazh met dezhañ perzhioù dibar diozoloet nevez' zo gant enklaskerien vrudet deut eus ar Stadoù Unanet.

digg it
del.icio.us
Me ivez 'zo bet plijet gant KEAV, dont a ri en-dro ar bloaz-mañ ?
Kazhgwenn | 2007-06-23 - 13:42:33 GMT 1 #